Jakez, mab Alfae (abostol)

Delwenn da Jakez, mab Alfae
Penniliz Sant-Yann-al-Lateran
(Roma, kêr-benn Italia).

Jakez, mab Alfae[1] a oa unan eus daouzek abostol Jezuz Krist. N'eo meneget nemet en Avieloù Mark, Mazhev ha Lukaz, ha n'eur ket sur pere eus menegoù "Jakez" en Testamant Nevez a ra anv eus mab Alfae dre ma oa un abostol all er memes anv Jakez an Henañ, mab Zebedea.

  1. Testamant Nevez, troet gant Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p. 531.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search